Revue de presse internationale : Dimeurzh e oa bet degemeret dilennidi eus Korsika, Jean-Guy Talamoni ha Gilles Simeoni en o zouez, e ministrerezh an Deskadurezh Vroadel. Kraf an emvod : ar c’horseg hag e statud. Ha ne ‘z a ket war-raok hervez an dilennidi gorsat.
Degemeret int bet gant Audrey Azoulay ministrez ar Sevenadur ha Najat Vallaud-Belkacem ministrez an Deskadurezh Vroadel. Ne oa bet roet roll-labour ebet d’an dilennidi gorsat neuze o doa selaouet gant evezh kinnigoù an div vinistrez. Ha pell emañ Yann diouzh e gazeg herveze. Kaoz a zo bet eus ar c’horseg er skolioù nemetken gant kinnigoù a oa bet embannet dija a-raok. Gortoz a rae ar Gorsiz kinnigoù nevez, dreist-holl evit reiñ ur statud ofisiel d’o yezh pe war an hent-se. Kemeret e oa bet ar gaoz gant an holl zilennidi, war-bouez unan, evit lâret en-dro ar pezh a fell dezhe kaout : ur statud ofisiel evit o yezh.
Re wan eo ar c’hinnigoù evit an deskadurezh, evel krouiñ ur skipailh ugent stummer evit sevel ur steuñvenn stummañ e korseg evit ar skolaerien evit ma vefe an holl skolioù kentañ derez divyezhek war an enezenn a-benn c’hwec’h vloaz. Met dale bras a zo, e 2013 e vije bet sañset tizhet ar pal a 100% eus ar skolioù kentañ derez divyezhek. E 2016 ez eus… 30% hepken ! Hag an dalc’h a zo ne vez ket kendalc’het en eil derez, er skolajoù dreist-holl e-lec’h m’eo gwan an hentenn divyezhek. Kollet e vez yezherien tamm-ha-tamm pe ne vez ket barrekaet ar vugale e korseg. Ha kinnig ebet evit cheñch penn d’ar vazh er gevredigezh a-bezh. Fellout a ra d’ar Gorsiz kaout ur gevredigezh zivyezhek. Savieru Luciani, kuzulier e karg ar c’horseg hag ar sevenadur korsat, en deus diskleriet goude an emvod : «Lâret hon eus dezhe en ur vont kuit emaomp o vont da genderc’hel da stourm evit kaout ur statud ofisiel. Gouzout a ra ar Stad : derc’hel a raimp penn !»